Mont d’an endalc’had

Emgann Catraeth

Eus Wikipedia
Brezhoned hag Angled ha Saozon war-dro 800.

Emgann Catraeth zo un emgann, meneget en oberenn ar barzh Aneurin, zo bet en Hen Ogledd Enez Vreizh, war-dro ar bloaz 600, etre ar bobl vrezhon Gododdin hag Angled Bernikia ha Deira.

Aet e oa an arme vrezhon da vrezeliñ ouzh kreñvlec'h an Angled, a oa e Catraeth, marteze Catterick (North Yorkshire).

En arme ar bobl Gododdin e oa kadourien eus an Hen Ogledd a-bezh, hag ivez lod anezho deuet eus Gwynedd e Norzh Bro-Gembre, hag eus bro ar Bikted, a deuio da vezañ uheldirioù Bro-Skos. An emgann a voe ur faezhadenn spontus d'ar Vrezhoned, tost an holl anezho a oa bet lazhet. Ar gadourien marvet a voe kanmeulet en hen varzhoneg Y Gododdin, a vefe bet skrivet gant Aneirin.

En amzer-hont e oa an darn-se eus Enez Vreizh, a zo bet rannet etre broioù Skos ha Saoz goude, e dalc'h ar bobl Votadini, a deuas da vout Gododdin. Er c'hreisteiz dezho e oa rouantelezhioù an Angled, Deira (er c'hreisteiz) ha Bernikia (en hanternoz), savet war dismantroù rouantelezhioù brezhon (Bryneich evit Bernikia). Diwar-benn brezelourien ar bobl Gododdin e skrivas Aneurin ar varzhoneg anavezet evel Y Gododdin.

An istorour ha yezhour Ifor Williams a lavar, en e levr Canu Aneirin, e ranker kompren mynydawc mwynvawr, e skrid Y Gododdin, evel anv Mynyddog Mwynfawr e kembraeg a vremañ. Mynyddog, hervez Williams, a oa roue ar bobl Gododdin, hag e Din Eidyn (Dinedin) e oa e gêr-benn. War-dro ar bloaz 600 e fellas da Mynyddog dastum 300 eus gwellañ brezelourien ar bed brezhon. E-pad bloaz e rejont chervad e Din Eidyn, ha neuze, mont betek Catraeth, a vefe, hervez Thomas Stephens en XIXvet kantved, hag Ifor Williams war e lerc'h, kêr Catterick e North Yorkshire, hag a oa dalc'het gant an Angled d'ar poent-se.

Kenneth H. Jackson a ginnig kompren e oa 300 marc'heg ar vrezelourien-se, hag e oa tud armet all war droad ha n'int ket bet kavet mat da venegién gant ar barzh.

Niverusoc'h avat e oa arme an Angled eus Deira ha Bernicia, ha kriz e voe tonkad ar Vrezhoned.

  • Brudet eo skrid ar barzh Aneurin e Kembre, kavet e vez e levrioù skol (e kembraeg a vremañ) ha desket e vez gant ar skolidi : Gwyr a aeth Gatraeth oedd ffraeth eu llu ... (Ar wazed a eas da Gatraeth a oa fraezh (lufr) o arme ...)

Meur a romant saoznek zo bet :

  • Men went to Cattraeth, gant John James en 1969.
  • The Shining Company, gant Rosemary Sutcliff en 1990.
  • The Amber Treasure, gant Richard J. Denning, e 2010,
  • Hild', gant Nicola Griffith e 2014, zo diwar-benn ur Saksonez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]